Logo OpenStreetMap OpenStreetMap

Kenlabourerien ©OpenStreetMap

Pourchas a ra OpenStreetMap roadennoù kartennaouiñ da viliadoù a lec'hiennoù web, arloadoù hezoug hag ardivinkoù

Savet eo OpenStreetMap gant ur gumuniezh gartennerien a-youl vat a genlabour hag a gempenn roadennoù diwar-benn hentoù, gwenodennoù, kafedioù, tiez-gar, ha muioc'h c'hoazh, er bed a-bezh.

Gouiziegezh lec'hel

OpenStreetMap a laka ar pouez war an anaoudegezh eus an dachenn. Implijout a ra ar genlabourerien skeudennoù tapet diwar nij, mekanikoù GPS ha kartennoù klasel abalamour da wiriañ ez eo reizh ha hizivaet OSM.

Renet gant ar gumuniezh

Liesseurt hag entanet eo kumuniezh OpenStreetMap. O kreskiñ emañ bemdez. E-mesk hor c'henlabourerien ez eus kartennourien entanet, tud a-vicher eus ar GIS, ijinourien hag a laka servijerien OSM da vont en-dro, denegourien hag a sav kartennoù eus an takadoù gwastet gant gwallreuzioù ha kalz re all. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar gumuniezh, sellit ouzh Blog OpenStreetMap, deizlevrioù an implijer, blogoù ar gumuniezh, ha lec'hienn Diazezadur OSM.

Roadennoù digor

OpenStreetMap zo roadennoù digor: gallout a rit implijout anezhañ evit forzh pseeurt pal keit ha ma roit kred da OpenStreetMap ha d'ar re a labour warnañ. Ma cheñchit ar roadennoù pe ma harpit warno e doareoù zo, e c'hallit skignañ an disoc'h dindan ar memes aotre-implij hepken. Sellit ouzh Gwirioù oberour hag Aotre-implijout evit gouzout hiroc'h.

Kevelerien

Hosting is supported by Fastly, OSMF corporate members, and other Kevelourien.